Degemer mat war hol lec'hienn!
Amañ e vez kavet tout an titouroù diwar-benn ar c'hentelioù brezhoneg, ar bodadoù ha keleier Kentelioù an Noz.
Evit gwelout:
Gallout a rit ivez mont e darempred ganeomp dre pajenn "darempred".
Ur pajenn Facebook hon eus ivez (Kentelioù an Noz - cours de breton pour adultes et loisirs en 44).
Ur gevredigezh war departamant al liger-Atlantel eo Kentelioù an Noz hag anavezet eo e Breizh a-bezh evit he startijenn hag hec'h ijin er bedagogiezh koulz evit ar c'helenn d'an dud deuet hag ar buheziñ sokiosevenadurel evit an holl. Ur framm digor ha plijus eo. Ur spered yael ha troet warzu an dazont zo gant skipailh Kentelioù an Noz ha kavout a ra dezhañ n'eo ket a-walc'h ar c'hentelioù : ezhomm zo kinnig degouezhioù all tro-dro d'ar c'hentelioù evit stummañ yezherien da vat.
Er gevredigezh e kavoc'h neuze kentelioù brezhoneg, eus live an deraouidi d'al liveoù uhelañ, ha bodadoù ivez, diouzh ar bloavezhioù : dañsoù Breizh, dañs giz ar reter, keginañ, c'hoariva evit an dud deuet hag ar vugale, c'hoarioù a-stroll, dudi-krouiñ, tennis-taol, mell-droad, video, kanañ, pourmenadegoù ha kement zo.
Na chomit ket etre daou soñj, deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc'h !
Deuit da rannañ estreget ar brezhoneg
A galon,
Katell LEON, prezidantez
E 1985 e oa bet savet Kentelioù an Noz gant ar pal kinnig stummadurioù d'ar yezh d'an dud deuet met obererezhioù er yezh ivez. A bep seurt anezho a vez kinniget gant Kentelioù an Noz ken ma'z eo bet loreet gant Kuzul-rannvro Breizh dre 2 wezh.
Da gentañ e oa ar gevredigezh e Naoned dreist-holl, da c'houde ez eus bet kinniget kentelioù hag obererezhioù en tolpad-kêrioù hag abaoe ar penn-kentañ eus ar bloavezhioù 2000 emañ e pep lec'h el Liger-Atlantel hag ouzhpenn 250 ezel zo ganti.
Skoazellet eo gant ar galloudoù publik (Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù al Liger, Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, ti-kêr Naoned) ha dre se he deus gallet Kentelioù an Noz mont war vicheleraat ha mirout he startijenn gevredigezhel war an dro a-hed he 25 bloavezh a obererezhioù.
E 2007 e oa aet ar gevredigezh da gengevredigezh, enni skourroù lec'hel ouzhpenn d'ar c'hentelioù savet c'hoazh.
Goude Roland Mogn, Gweltaz Adeux, Korin Rotach, Pierre-Emmanuel Marais ha Katell Leon emañ Ronan Hervé e penn kengevredigezh Kentelioù an Noz.